Ur vandennad merc'hed gwisket cheuc'h zo erruet e marc'had Douarnenez 'vit ur gentel jim tonik. Lakait ho potoù sport hag ho justakor hag ur wech bep sizhun pleustrit gant ar film-mañ a-benn bezañ prest evit Redadeg 2012
↧
jim tonik
↧
Kengred gant Bertrand ha Yann
Tro 400 den a oa en em vodet e Karaez evit souten Yann Manac'h ha Bertrand Grimault.
Prokulor ar Republik en deus goulennet 6 mizvezh toullbac'h gant goursez evit Yann ha 4 miz hep goursez evit Bertrand.
Disoc'h d'ar 16 a viz C'hwevrer e Roazhon.
Tolpadeg da 12 eur dirak Breujoù Breizh evit sikour Yann ha Bertrand
↧
↧
Nozvezh disko
E Gras-Gwengamp e oa bet aozet evit an eil gwech un nozhvezh disko evit sikour skol Diwan Gwengamp.
↧
An diharzerien
Emgav etre stajidi Roudour hag An Diharzerien, ur gevredigezh a retredidi a gempenn an hentoù e Pouldregad. E-keñver Klaskerien ha Treizherien Soñjoù e oa bet aozet an emgav.
↧
Geriadur nevez Martial Ménard
Deuet e oa ar yezhour betek Roazhon da sinañ e c'heriadur nevez. Profitet hon eus evit sevel un nebeud goulennoù outañ !
↧
↧
Jonathan, tavarnour An Arar e Kastellbrient (Bro-Naoned)
Jonathan Guillaume, brezhoneger a vro-Naoned, a zo perc'henn eus un davarn abaoe an dibenn-sizhun-mañ. La Charrue/An Arar a zo un davarn nevez e Kastellbrient, gant ar pal lakaat traoù sevenadurel war-wel : sonadegoù, diskouezadegoù, c'hoarioù, ... met ivez evit lakaat da vevañ ar brezhoneg e Bro-Naoned.
www.lacharrueetoilee.com
↧